Panama Papers

Graet e vez Panama Papers eus diskuliadenn gant mediaoù dre ar bed a 11,5 milion a deuliadoù kuzhut o tont eus studi avokad Mossack Fonseca e Panama, enno titouroù war muioc'h evit 2140 000 embregerezh offshore hag anvioù o c'hevrannerien. En o zouez e kaver politikerien, sportourien, tud anavezet pe miliarderien. Pennoù stad pemp bro - Arabia Saoudat, Arc'hantina, Island, Ukraina hag Emirelezhioù Arab Unanet - a zo kaoz outo en teuliadoù mañ, met ivez tud er gouarnamantoù pe tost outo er broioù-se hag e ouzhpenn 40 bro, en o zouez : Suafrika, Sina, Sukorea, Brazil,Bro-C'hall, India,Rusia, ar Rouantelezh-Unanet ha kalz reoù all. An anv Panama Papers zo tennet a-ziwar ar Pentagon Papers, pa voe diskuliet e 1971 teuliadoù sekred ouzhpenn 7 000 pajennad diwar-benn oberatadenoù kuzh Stadoù-Unanet Amerika e-pad Brezel Vietnam gant ar gazetenn The New York Times hag ur 15 bennak a genseurted amerikan all. An teuliadoù pourchaset gant un disklozer didan al lesanv "John Doe" zo enno titouroù adalek ar bloavezhioù 1970 betek fin 2015. En hollad ez eus 2,6 teraocted à dataoù. Da gentañ e voe kaset an teuliadoù-se d'ar gazetenn alaman Süddeutsche Zeitung e 2015, met buan e voe rannet gant mediaoù all e 80 bro dre ar bed didan rennerezh Konsortiom Etrevroadel ar C'Hazetenerezh Enklask (International Consortium of Investigative Journalists e saozneg, e Washington emañ e sez). D'an 3 a viz ebrel ez eo bet diskuliet an afer gante dre ar bed, gant 149 teuliad diskuliet. Teuliadoù all a zo da vezañ diskuliet e kerzh miz ebrel ha mae 2016. An teuliadoù a zo enno titouroù diwar embregerezhioù offshore, bet krouet gant harp Mossack Fonseca pe bet e darempred gant o fratikoù. Ma c'hell, ez-teorikel, embregerezhioù offshore kaout ur pal reizh, ez-pleustrek e vezont implijet evel embregerezhioù skramm evit an terc'h-fiskal pe kannañ-arc'hant maez al lezenn e orin.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search